O paouez embann c’hwec’h anv kentañ ur programmadur a raio kement ha 160 !
Ur Best of… gant Goran Bregovic hag e Laz-seniñ an Euredoù hag an Obidoù (d’ar sul 4 a viz eost), ar vojenn vBerber Idir, ha Tri Yann a chom dreist ar gizioù (d’ar gwener 2 a viz eost)…
Nevezintioù a vo ivez, gant Soviet Suprem (John Lenine ha Sylvester Staline…) (2 a viz eost), ar strollad Motivés ! eus Toulouse (sadorn 3 a viz eost), ha kalon hag ene an Afrobeat : Femi Kuti (2 a viz eost).
Hag ivez peder bag eus a Sant-Maloù : an Etoile du Roy, ar Renard, an Etoile Molène hag ar Français (bet Kaskelot)…