D’ar 4, 5 ha 6 a viz eost 2023

 

LESTRAÑ WAR-DU AR PEMZEKVET FESTIVAL

 

Dindan tregont vloaz en deus Gouel Kan ar Vartoloded lakaet ac’hanomp d’ober tro ar bed, eus Afrika da Azia hag Amerika, eus Keltia d’ar Balkan, eus ar Suioù d’an Inizi… Evit e bemzekvet abadenn (d’ar 4,5 ha 6 a viz eost 2023) e lestro war-du

 

…« ARSAVIOÙ ITALIAN »

 

Ur pemzekvet gouel a zo ivez ur c’hab da dremen, dreist-holl pa rank an treizh padout pelloc’h, evit an abegoù ac’h anavezomp holl. E 2023 e vo kadarnaet e « Arsavioù Italian » gant Gouel Kan ar Vartoloded, a borzh-mor da borzh-mor, betek aodoù Sardinia. Evel a oa bet prometet e vo dispaket en dro-mañ sonerezhioù poblek Italia neuze, ur « bal rital » birvidik, liesliv, frenezius ha brokus.

 

Ne zilezo ket ar festival ar gwir da ergerzhout dizroiennoù pe da gantren avat : dizoleiñ sonerezhioù ac’h aio c’hoazh d’ober dibarded festival Pempoull. Ur wech c’hoazh e vo dediet Gouel Kan ar Vartoloded d’ar beajoù, d’an hunvreoù ha d’an achapiñ, d’ar c’hejadennoù, d’an digêriañ. Un emgav e vo ivez gant ur gouel gwriziennet don, digor e spered, ha laouen evel just…

 

War ar programm, sonerezhioù ar bed, kanoù martoloded, sonerezhioù Breizh ha festoù-noz… Hag arzioù ar straedoù hag ar c’haeoù, deuet da vezañ a-hed an abadennoù unan eus perzhioù heverk festival Pempoull. Hep disoñjal an diskouezadegoù, an abadennoù evit an arvesterien yaouank, an tañvadegoù eus produioù ar vro… Nag an daou c’hant bennak a vagoù hengounel o vezañ war-un-dro aktourien ha kinkladur meurdezus ar festival.

Gouel Kan ar Vartoloded, pevare brasañ festival e Breizh, a ro emgav deoc’h d’ar gwener 4, d’ar sadorn 5 ha d’ar sul 6 a viz eost 2023 e porzh Pempoull. Evit ur pemzekvet abadenn eñvoradus !

 

Pierre Morvan

Gouel Kan ar Vartoloded

 

 

Ur gwir gouel poblek

E 1989 an hini eo e oa bet ganet Gouel Kan ar Vartoloded. Daoust d’an deroù bezañ leun a bromesaoù evit an dazont e chomas ar gouel a-sav adal 1991.

Eüruzamant e oa bet adlañset an abadenn gant ur gevredigezh nevez e 1997, ha kadarnaet ganti, gant tost da 80 000 a arvesterien, pegen diziouerus eo ar fest.

Abaoe 1997 e vez eus ar Gouel bep eil bloaz neuze (er bloavezhioù ampar). Gant ouzhpenn 1000 youlad engouestlet er c’heñver-se eo ul lodenn vras eus rouedad kevredigezhel bro Bempoull hag en em gav war ar bourzh evit sikour an aozerien, ar pezh a dalv da brouenn eus spered familh an abadenn hag a ziskouez pegen gwriziennet eo er vro, pa vod bremañ bewech war-dro 155 000 arvester war porzh Pempoull.

Perak ur berzh ken bras ? ’Blam n’eo Pempoull nag un dolpadeg bagoù hengounel e-giz ar re all, nag ur gouel sonerezh evel ma vez kalz… AN emvod etrebroadel evit ar c’hanoù martoloded hag an tonioù hej-dihej eo Gouel Pempoull da gentañ-penn.

Ha dreist-holl n’eo ket Gouel Kan ar Vartoloded un abadenn artifisiel pe artifisieloc’h bet degaset e kêr. Gwriziennet don eo en identelezh, en hengoun hag en istor Pempoull.

 

Pempoull, deskerezh ar mor

Pempoull zo lec’hiet war aodoù hanternoz Breizh. Ur porzh-mor eo,  bet savet ar c’haeoù kentañ anezhañ e 1842. Al lennoù-porzh, savet  etre 1878 ha 1902, a zo bremañ gouestlet d’ar bagoù-bageal ha d’ar pesketaerezh artizanel.

Met da vare berzh mat ar gêr, hini ar « pesketaerezh d’an Island » bet sublimet gant Loti pe Botrel, d’ar c’houlz-se  e oa ouzhpenn 80 goueletenn a-regennoù e-barzh lennoù-porzh Pempoull, o reiñ tu da dremen eus ur c’hae d’egile war droad en ur vale war bourzh al listri. Brudet e oa neuze Pempoull evit bezañ unan eus ar porzhioù-mor pennañ evit ar morueta.

Eus Kroaz an Intañvezed da Voger ar Re Varv betek porzh Pempoull, sterniet en ur skrin a annezoù paramantourien kozh, eo hollvezant eno louc’h an hanez glorius ha mantrus-se.

Pelec’h lidañ an avañtur-mor-se estreget e Pempoull ? E Pempoull m’he deus bet pep familh he lod, en un doare skrijus a-wechoù, er glad boutin-se, ur glad prizius ha bresk a adkaver roud anezhañ evel-just e kanaouennoù ar vartoloded.

N’eus ket a ginkladur gwelloc’h evit ur Gouel ma chom e neudenn, diouzh red an emdroadurioù bet dibabet a-ratozh, ar c’hanaouennoù-mor.

 

Gourc’hemennoù ar gouel / Ar bedadenn da veajiñ

An holl strolladoù a ra gant ar stil sonerezh-se, bev-buhezek war hon aodoù, zo tremenet dre Bempoull pe o deus c’hoant da vont di da seniñ.

N’eus abadenn-vor all ebet hag a c’hallfe diskouez un hevelep roll troioù kaer : e 2011 c’hoazh e vo un 60 strollad bennak  hag a gan kanaouennoù-mor oc’h aloubiñ porzh Pempoull e-pad 3 devezh ar gouel.

War an holl vagoù, e pevar c’horn ar bed, e talveze ar c’hanaouennoù-se da luskañ ha da reizhañ embregadennoù ar vartoloded, er bourzh pe war ar c’hae. War vor, hag e tavarnioù ar porzhioù, e tegasent plijadur d’ar prantadoù diskuizh na c’halled ket tremen hepto.

Diamzeret eo bremañ o zalvoudegezh a drugarez da araokadennoù an teknik, setu m’eo deuet ar c’hanaouennoù martoloded da binvidikaat glad ar mor hag ar sonerezh hiziv an deiz, pa vez kontet deomp gant ar sonennoù-mor avanturioù marzhus, enno beajoù ha dizoloadennoù, peñseoù ha kurioù, karantez ha kamaladegezh.

Bep eil bloaz e klask Gouel Pempoull enoriñ an holl vartoloded-se zo o c’hanaouennoù kement a destenioù eus an avanturioù-se, deuet betek ennomp gant an hengoun dre gomz hag an dastumadegoù sevenet gant un nebeud tud entanet.

Mard eo Pempoull ur porzh-mor, ur gêr eus Breizh zo anezhi ivez, ha ne fell ket dezhi ankouaat he gwrizioù : un tamm mat eus ar programm a raio kont gant sonerezh ha kanaouennoù Breizh.
Holl anvioù brudet al leurenn vrezhonek, eus Alan Stivell da Dan ar Braz, en ur dremen dre Denez Prigent, Erik Marchand, Nolwenn Korbell, Gilles Servat, Tri Yann, The Celtic Social Club, Louis Capart, Gwendal, Gwennyn, Red Cardell, EDF…  zo deuet di d’en em broduiñ.

Kêr digor ha lec’h tremen, reiñ a ra Pempoull da soñjal diharz ivez er beajoù a bellvor. En heklev da gement-se e ro programmadur ar Gouel ur plas bras da sonerezhioù ar bed, en ur dremen eus aodoù hanternoz Europa da ribloù ar mor Kreizdouarel, eus broioù ar Reter da Afrika, eus an Amerik da Geltia…

Goran Bregovic, Idir, Carlos Nuñez, Rokia Traoré, Touré Kunda, Johnny Clegg, Marianne Faithfull, an Tambours du Bronx, Buena Vista Social Club, Luz Casal, Sinéad O'Connor, The Chieftains, Carlos Nuez, Simple Minds, The Waterboys, Youssou N'Dour, Hugues Aufray, Souad Massi, I Muvrini, Emir Kusturica, Asaf Avidan, Rachid Taha, Arno, Ana Calvi, Groudation … evit chom hep menegiñ an holl anezhe, zo deuet da rannañ leurenn vras Gouel Kan ar Vartoloded.

 

Un emvod bagoù hengounel

Fest ar bagoù kozh eo ivez Gouel Pempoull. Bep daou vloaz e vez degemeret er porzh meur a gant bag eus mare ar bagoù e koad.

Ha war o bourzh, o akipajoù, tost da 1000 « bleiz-mor » touet, kozh ha yaouank. Derc’hent ar gouel e kemeront perzh e « pred an akipajoù », ur pred brudet ha buhezek anezhañ, ha bep beure e kemeront perzh er gornadeg a gemenn digoradur ar gouel.

Tri devezh-pad e vez kinklet lenn niv. 1 porzh Pempoull gant gouelioù liesliv biskinennoù Kankaven ha Granville, old-gaffers ha bokoù-kourser Sant-Maloù, bagoù kregina morlenn Brest… bagoù deuet a bep lec’h, eus Dukark d’ar Roc’hell, eus Jerzenez ha Gwerzenez, eus aodoù kreisteiz  Bro-Saoz, eus an Izelvroioù, eus Iwerzhon pe Alamagn… ha bageier dre-lien ha dre-roeñvoù…

 

Ur gouel keodedour

Gouel Pempoull en deus pennaennoù !

Prederiet gant dazont ar blanedenn Douar, emañ-eñ e-touez gouelioù diazezourien Kengor ar gouelioù engouestlet evit un diorren padus ha kengret, m’eo izili anezhañ 23 gouel eus Breizh, hidiv an deiz.

Prederiet gant dazont Breizh, deuet eo da vezañ ezel eus kevredigezh produet e Breizh. Gant ar youl voutin da ober evit sked touristel, evit diorren armerzhel ar vro, dre dalvoudekaat un identelezh kreñv.

Prederiet gant bevliesseurted sevenadurel, tomm eo ouzh brudañ yezh ha sevenadur Breizh. Betek dont da vezañ, e 2008, ar c’hentañ gouel eus Breizh o tapout  al label Ya d’ar Brezhoneg, roet gant Ofis ar Brezhoneg.

 

Film daranviñ #PL2023

Le player #PL2023

PAIMPOL NEWSLETTER

© 2023 Festival du Chant de Marin - Paimpol 2023