Morioù an Hanternoz, Afrika, ribloù ar mor Kreizdouarel, an inizi, an holl inizi, broioù ar Reter, an Amerik, ar broioù keltiek… Gouel Kan ar Vartoloded ha Sonerezhioù Morioù ar Bed en deus ho lakaet da veajiñ kalz endeo, hunvreal kalz ivez… 

A-benn an abadenn a zeu (d’ar 14, 15 ha 16 a viz eost 2015) e kinnig deoc’h mont…

… « PENN D’AR SUIOÙ ! »

E-giz er ganaouenn mil vrudet, « On dirait le Sud… » N’eo ket ar Su avat, ar Suioù kentoc’h… ha war vag bepred ! Gouel Kan ar Vartoloded, a vo dalc’het d’ar 14,15 ha 16 a viz eost 2015, en deus divizet evit gwir mont « Penn d’ar Suioù ! ». Eus aodoù kreisteiz Breizh betek Okitania, en ur dremen dre gKatalonia, Euskadi, Andalouzia, Portugal… ha pelloc’h c’hoazh ar Balkanioù, Afrika pe Amerika ar Su, Louiziana pe ribloù ar Mississipi… Termenoù ar veaj a c’hello bezañ niverus, liesseurt, an heoliekañ hag an digêriusañ ar gwellañ… 

Evel bewech e kinnigo ar Festival deoc’h kaout ho kwalc’h a fromadennoù hag a souezhadennoù  muzikel.

Mennet eo Festival Pempoull da vont war-raok en e ergerzherezh eus ar sonioù, sonerezhioù ha tonioù ar bed : kaeoù Pempoull a vo gouestlet adarre d’ar veaj, d’an hunvre ha d’an achapadenn, d’an dizoloiñ ha d’ar gejadenn, d’al laouenidigezh ha d’an imor vat, d’ar blijadur ha d’an dudi…

An dud e karantez gant ar Festival a adkavo ivez kement tra hag a ra an hoal anezhañ, da gentañ penn ar morad a strolladoù kanoù martoloded, met ivez ar fañfarioù, ar bagadoù, ar festoù-noz, an diskouezadegoù, an abadennoù evit arvesterien yaouank, an tañvadegoù produioù ar vro… hep ankouaat an 200 bennak a vagoù hengounel a droio porzh Pempoull en ur c’hinkladur kaer meurbed.

E 2013 en doa kadarnaet Gouel Kan ar Vartoloded ha Sonerezhioù Morioù ar Bed e blas a bevare festival e Breizh, hep treiñ kein d’e vent « denel », laouenek, tomm ha digor d’ar familhoù. E 2015 e chomo c’hoazh ar soursi-mañ a « zegemer mat » e-kreizig-kreiz prederiadennoù ar skipailh aozañ.

Emgav a zo roet deoc’h evit daouzekvet abadenn Gouel Kan ar Vartoloded ha Sonerezhioù Morioù ar Bed, war kaeoù Pempoull, d’ar gwener 14, d’ar sadorn 15 ha d’ar sul 16 a viz eost 2015. Evit mont « Penn d’ar Suioù !»

Ur gwir gouel poblek

E 1989 an hini eo e oa bet ganet Gouel Kan ar Vartoloded. Daoust d’an deroù bezañ leun a bromesaoù evit an dazont e chomas ar gouel a-sav adal 1991.

Eüruzamant e oa bet adlañset an abadenn gant ur gevredigezh nevez e 1997, ha kadarnaet ganti, gant tost da 80 000 a arvesterien, pegen diziouerus eo ar fest.

Abaoe 1997 e vez eus ar Gouel bep eil bloaz neuze (er bloavezhioù ampar). Gant ouzhpenn 1000 youlad engouestlet er c’heñver-se eo ul lodenn vras eus rouedad kevredigezhel bro Bempoull hag en em gav war ar bourzh evit sikour an aozerien, ar pezh a dalv da brouenn eus spered familh an abadenn hag a ziskouez pegen gwriziennet eo er vro, pa vod bremañ bewech war-dro 130 000 arvester war porzh Pempoull.

Perak ur berzh ken bras ? ’Blam n’eo Pempoull nag un dolpadeg bagoù hengounel e-giz ar re all, nag ur gouel sonerezh evel ma vez kalz… AN emvod etrebroadel evit ar c’hanoù martoloded hag an tonioù hej-dihej eo Gouel Pempoull da gentañ-penn.

Ha dreist-holl n’eo ket Gouel Kan ar Vartoloded un abadenn artifisiel pe artifisieloc’h bet degaset e kêr. Gwriziennet don eo en identelezh, en hengoun hag en istor Pempoull.

Pempoull, deskerezh ar mor

Pempoull zo lec’hiet war aodoù hanternoz Breizh. Ur porzh-mor eo,  bet savet ar c’haeoù kentañ anezhañ e 1842. Al lennoù-porzh, savet  etre 1878 ha 1902, a zo bremañ gouestlet d’ar bagoù-bageal ha d’ar pesketaerezh artizanel.

Met da vare berzh mat ar gêr, hini ar « pesketaerezh d’an Island » bet sublimet gant Loti pe Botrel, d’ar c’houlz-se  e oa ouzhpenn 80 goueletenn a-regennoù e-barzh lennoù-porzh Pempoull, o reiñ tu da dremen eus ur c’hae d’egile war droad en ur vale war bourzh al listri. Brudet e oa neuze Pempoull evit bezañ unan eus ar porzhioù-mor pennañ evit ar morueta.

Eus Kroaz an Intañvezed da Voger ar Re Varv betek porzh Pempoull, sterniet en ur skrin a annezoù paramantourien kozh, eo hollvezant eno louc’h an hanez glorius ha mantrus-se.

Pelec’h lidañ an avañtur-mor-se estreget e Pempoull ? E Pempoull m’he deus bet pep familh he lod, en un doare skrijus a-wechoù, er glad boutin-se, ur glad prizius ha bresk a adkaver roud anezhañ evel-just e kanaouennoù ar vartoloded.

N’eus ket a ginkladur gwelloc’h evit ur Gouel ma chom e neudenn, diouzh red an emdroadurioù bet dibabet a-ratozh, ar c’hanaouennoù-mor.

Gourc’hemennoù ar gouel / Ar bedadenn da veajiñ

An holl strolladoù a ra gant ar stil sonerezh-se, bev-buhezek war hon aodoù, zo tremenet dre Bempoull pe o deus c’hoant da vont di da seniñ.

N’eus abadenn-vor all ebet hag a c’hallfe diskouez un hevelep roll troioù kaer : e 2011 c’hoazh e vo un 60 strollad bennak  hag a gan kanaouennoù-mor oc’h aloubiñ porzh Pempoull e-pad 3 devezh ar gouel.

War an holl vagoù, e pevar c’horn ar bed, e talveze ar c’hanaouennoù-se da luskañ ha da reizhañ embregadennoù ar vartoloded, er bourzh pe war ar c’hae. War vor, hag e tavarnioù ar porzhioù, e tegasent plijadur d’ar prantadoù diskuizh na c’halled ket tremen hepto.

Diamzeret eo bremañ o zalvoudegezh a drugarez da araokadennoù an teknik, setu m’eo deuet ar c’hanaouennoù martoloded da binvidikaat glad ar mor hag ar sonerezh hiziv an deiz, pa vez kontet deomp gant ar sonennoù-mor avanturioù marzhus, enno beajoù ha dizoloadennoù, peñseoù ha kurioù, karantez ha kamaladegezh.

Bep eil bloaz e klask Gouel Pempoull enoriñ an holl vartoloded-se zo o c’hanaouennoù kement a destenioù eus an avanturioù-se, deuet betek ennomp gant an hengoun dre gomz hag an dastumadegoù sevenet gant un nebeud tud entanet.

Mard eo Pempoull ur porzh-mor, ur gêr eus Breizh zo anezhi ivez, ha ne fell ket dezhi ankouaat he gwrizioù : un tamm mat eus ar programm a raio kont gant sonerezh ha kanaouennoù Breizh.

Holl anvioù brudet al leurenn vrezhonek, eus Alan Stivell da zDan ar Braz, en ur dremen dre zDenez Prigent, Erik Marchand, Nolwenn Korbell, Gilles Servat…  zo deuet di d’en em broduiñ.

Kêr digor ha lec’h tremen, reiñ a ra Pempoull da soñjal diharz ivez er beajoù a bellvor. En heklev da gement-se e ro programmadur ar Gouel ur plas bras da sonerezhioù ar bed, en ur dremen eus aodoù hanternoz Europa da ribloù ar mor Kreizdouarel, eus broioù ar Reter da Afrika, eus an Amerik da Geltia…

Goran Bregovic, Idir, Carlos Nuñez, Rokia Traoré, Touré Kunda, Johnny Clegg, Marianne Faithfull, an Tambours du Bronx, Buena Vista Social Club… evit chom hep menegiñ an holl anezhe, zo deuet da rannañ leurenn vras Gouel Kan ar Vartoloded.

Un emvod bagoù hengounel

Fest ar bagoù kozh eo ivez Gouel Pempoull. Bep daou vloaz e vez degemeret er porzh meur a gant bag eus mare ar bagoù e koad.

Ha war o bourzh, o akipajoù, tost da 1000 « bleiz-mor » touet, kozh ha yaouank. Derc’hent ar gouel e kemeront perzh e « pred an akipajoù », ur pred brudet ha buhezek anezhañ, ha bep beure e kemeront perzh er gornadeg a gemenn digoradur ar gouel.

Tri devezh-pad e vez kinklet lenn niv. 1 porzh Pempoull gant gouelioù liesliv biskinennoù Kankaven ha Granville, old-gaffers ha bokoù-kourser Sant-Maloù, bagoù kregina morlenn Brest… bagoù deuet a bep lec’h, eus Dukark d’ar Roc’hell, eus Jerzenez ha Gwerzenez, eus aodoù kreisteiz  Bro-Saoz, eus an Izelvroioù, eus Iwerzhon pe Alamagn… ha bageier dre-lien ha dre-roeñvoù…

Ur gouel keodedour 

Gouel Pempoull en deus pennaennoù !

Prederiet gant dazont ar blanedenn Douar, emañ-eñ e-touez gouelioù diazezourien Kengor ar gouelioù engouestlet evit un diorren padus ha kengret, m’eo izili anezhañ 23 gouel eus Breizh, hidiv an deiz.

Prederiet gant dazont Breizh, deuet eo da vezañ ezel eus kevredigezh produet e Breizh. Gant ar youl voutin da ober evit sked touristel, evit diorren armerzhel ar vro, dre dalvoudekaat un identelezh kreñv.

Prederiet gant bevliesseurted sevenadurel, tomm eo ouzh brudañ yezh ha sevenadur Breizh. Betek dont da vezañ, e 2008, ar c’hentañ gouel eus Breizh o tapout  al label Ya d’ar Brezhoneg, roet gant Ofis ar Brezhoneg.

Film daranviñ #PL2017

Pempoull Newsletter

Degemer mat !!!